Ti ar Gouren
Hon ti ar Gouren, perc’henniezh Park Naturel Rannvroel an Arvorig
Deus ur soñj d’un ostilh evit ar gouren
1973, deroù an istor... Berzh a ra skol Berrien gant e c’hourenerien. Kampionad Breizh 1972 a voe dalc’het eno, dirak 2000 a dud. Ar PNRA (Park Naturel Rannvroel an Arvorig) bet ganet e 1969, a oa ur poupig dalc’hmat. E 1973 e kinnig unan eus buhezourien ar PNRA krouiñ un « Ti ar gouren » e ti-gar kozh Skrignag-Berrien. D’ar poent-se e klaske ar PNRA krouiñ tiez evit an holl en liamm gant ar glad hag ar sevenadur e savadurioù da zenevesaat. N’o ket bet kendrec’het an dud gant al lec’h. Pell diouzh Berrien ha diouzh Skrignag war an dro e oa, ha ne oa ket aes evit bugale en em gavout eno. Ur savadur en ur vourc’h a zerefe gwelloc’h evit ma vefe seurt lec’h aesoc’h d’ober gantañ.
Tamm-ha-tamm e voe kendrec’het gant kement-se tud ar PNRA. « Ti sportoù Breizh », evel ma voe anvet neuze, a vije savet war un dachenn kinniget gant ti-kêr Berrien. Kregiñ a reas ar chanter e 1982 met dav eo bet gortoz miz Gwengolo 1984 evit ma vije lidet fin al labourioù, daleet abalamour da abegoù liesseurt. Degouezhet ar prof eta ! Brav e oa kaout al lec’h-se, ur sapre anaoudegezh eo bet evit bed ar Gouren. Hogen ne oa ket d’an ampoent savadur an « Ti ar Gouren » a anavezomp hiziv an deiz. Ur sal gouren, ur sal-debriñ, ur geginig, ur burev hag un hunva en nec’h. |
Aveet brav e oa ar sal gouren. Gourenerien Berrien o deus sikouret da redek an dar veton dindan ar pallenn, da staliañ matarasennoù moger, ha betek ar pallenn... nozkent an digoradur !
|
Goullo a-grenn e oa al lec’hioù all : strinkadennoù, sal-debriñ, burev, hunva,... Betek ar gwiskva a oa hep an disterañ bank pe krog-dilhad. Harpet he deus kumun Berrien da brenañ un nebeut taolioù ha kadorioù, ha matarasennoù an hunva. Ha stagañ a reas en-dro gourenenerien Berrien gant o labour. Spartaek e oa an hunva da zigentañ. 19 matarasenn staliet war ur plañchod uhelaet ha setu tout. Un nebeut stajoù a voe dalc’het e 1984 ha 1985 memestra. E 1985 e voe krouet Bodad Merañ Ti Ar Gouren. Tutet e voe ur buhezour hag aozet ar staj etrevroadel kentañ da vare Pask. |
Deuet eo brav an traoù ha diorren a ra Ti Ar Gouren
Gant un tammig distok e verzher eo bet krouet an Ti hep raktres resis hag hep budjed resis, un tamm evel ma vije bet soñjet en ur raktres lec’hel a-raok soñjal al lec’h evel un ostilh evit diorren ar gouren.
Tamm-ha-tamm eo bet diorroet al lec’h a-drugarez da ratresoù ar bodad merañ, d’ar c’hourenerien ha da skoazell Bodadeg ar Gouren. Kumun Berrien, ezel ar bodad merañ, a zo bet a viskoazh ur c’heveler a-feson. Labourioù a bep seurt a zo bet graet tamm-ha-tamm : ur gambr, lec’hioù da renkañ traoù, terkadurioù liesseurt koulz en diabarzh hag en diavaez, gwez plantet, mogerigoù savet en diavaez, ur parklec’h... Diouzh budjed an Ti hag an dud prest da sikour eo bet graet an traoù. |
Stajoù stummañ Bodadeg ar Gouren a oa dalc’het e Ti Ar Gouren. Stajoù etrevroadel a zo bet ingal. Skolioù-zo o deus aozet dibennoù-sizhun eno ivez. Stajoù-hañv a zo bet eno ivez, betek 1988, met pounner-mat e oa an traoù da aozañ evit ur framm ken bihan. Cheñchet eo bet penn d’ar vazh neuze ha strolladoù ragaozet a zo deuet da implij al lec’h. Strolladoù tud oc’h ober sportoù emgann all, baleerien, marc’h-houarnerien, kevrediegezhioù a bep seurt met ivez klasoù dizoloiñ hag a bep seurt strolladoù skol all. |
An obererezhioù gant strolladoù estren da bed ar gouren a zo bet kroget er bloavezhioù 80 ha diorroet pelloc’h adalek 1997 dre ur mod buheziñ nevez diazezet war ar gouren hag ar c’hoarioù ampartiz hengounel.
Davet ur framm brasaet ha nevesaet : kreizenn rannvroel ar gouren !
Ti ar Gouren a zo bet o embann e oa arru re vihan al lec’h hag o c’houlenn ma vije graet labourioù abaoe dibenn ar bloavezhioù 1980. D’ar PNRA met ivez d’ar C’huzul Meur ha d’ar Rannvro eo bet displeget e vije brav astenn an ti ha lakaat pep tra diouzh an normoù nevez, a gemm alies, dreist-holl a-fed surentez ha pa vez anv eus degemer strolladoù tud yaouank. E 1995 eo bet cheñchet an hunva penn-da-benn dre sevel kambreier bihan enno un nebeut gweleoù-estaj. 34 plas da gousket a oa neuze. E 2002 ez eus bet savet ul lochig, a servij da renkañ dafar buheziñ a bep seurt met ivez an adkirri hag ar pallennoù.
Goude un hir a brantad gortoz eo bet kempennet an doenn e 2005. Kudennoù glebor a zo bet e-pad bloavezhioù, o deus miret da zegemer strolladoù d’ur poent bennak zoken. Ar PNRA en deus lakaet astenn al lec’h, gant labourioù echuet e 2007. Mersi bras dezho, da departamant Penn-ar-Bed ha da rannvro Breizh. Kendalc’homp holl asambles da wellaat al lec’h-mañ, ken talvoudus evit diorren hor gouren.Setu neuze en em gavet an « Ti Ar Gouren » a anavez an holl c’hourenerezed hag an holl c’hourenerien hiziv an deiz. Brasoc’h, kletoc’h hag o kinnig un degemer plijusoc’h d’ar strolladoù a zeu betek eno.