Kinnig
Ur sport a reer war-sav hepken eo ar gouren. Ar pal a zo merkañ ul lamm, da lâret eo lakaat e genseurt da gouezhañ war e gein (ar plankennoù-skoaz war al leur).
Spisverkoù
Ar c’hourenerien a dab krog e roched egile/eben gant o daouarn, a-us d'ar gouriz (pe er gouriz). Gant o divc’harr e c’hellont klask falc’hat, kaeañ, skubañ pe c’hoazh ober ur c’hliked, da lâret eo puniñ e garr gant hini egile/eben. An tagañ gant an divc’harr a rank chom dalc'hmat dindan live ar gouriz.
E-kerzh ur vannadenn e rank an argader teurel evezh da gouezh e genseurt a-benn gwareziñ anezhañ met ivez a-benn uhelaat e chañsoù da verkañ ur poent. Difennet eo ar feulster pa vefe dre gorf (taolioù, krougañ mod pe vod...) pe dre gomz (kunujennoù...). Dinac’h ar c’hrog a zo difennet ivez, ur gourener a rank dalc'hmat argadiñ, enebargadiñ pe leuskel egile/eben argadiñ.
|
|
Al le
Leañ a ra an holl c’hourenerien dirak an dredeoged a-raok stagañ ganti. En em renkañ a reont e div golonnenn. O brec’h dehoù a zo pleget a-geñver o skoaz e-serr ma vez distaget al le, e brezhoneg da gentañ, e galleg da eil.Erfin, briata a reont ar c’henseurt a-dal dezho.
Al le e brezhoneg
M’hen tou da c’houren gant lealded Hep trubarderez na taol fall ebet Evit ma enor ha hini ma bro E testeni eus ma gwiriegez Hag evit heul kiz vad ma zud koz Kinnig a ran d’am c’henvreur ma dorn ha ma jod.
|
Al le e galleg
Je jure de lutter en toute loyauté Sans traîtrise et sans brutalité Pour mon honneur et celui de mon pays En témoignage de ma sincérité Et pour suivre la coutume de mes ancêtres Je tends à mon adversaire ma main et ma joue
|
An disoc’hoù (adalek an hini uhelañ)
Lamm : ar gwellañ disoc’h er gouren. Reiñ a ra an trec’h diouzhtu, evel an ippon er judo pe ar KO er boks. Kouezh war ar c’hein gant an divskoaz (plankennoù-skoaz) o touch al leur a-raok peurrest ar c’horf pe korf egile/eben.
Kostin : disoc’h tostik-tost ouzh al lamm met gant ur plankenn-skoaz hepken o touch al leur a-raok ar peurrest.
Kein : disoc’h tost ouzh ar c’hostin, ur c’houezh war traoñ ar c’hein pe war ar c’hein hag ar feskennoù war-an-dro da souer.
Netra : kouezh hep disoc’h ebet.
|
|
Ar fazioù
Difennet eo ar feulster mod pe vod. Difennet eo skeiñ gant egile/eben, lakaat gwask war ur c’henvell, krougañ... Un taol gouren mestroniet fall a c’hell bezañ kastizet ma laka egile/eben en dañjer. Difennet groñs eo ivez an disterañ feulster dre gomz, pa vefe ouzh egile/eben pe ouzh un tredeog.
Difennet eo dinac’h ar c’hrogad : n’eus ket da virout ouzh egile/eben da dostaat, o stegnañ an divvrec’h pe o stankañ gant ar penn, o diboulzañ gant an divc’harr pe an divrec’h, pe c’hoazh o chom en un emlakadur difenn e-pad re bell. E-kerzh ur vannadenn, ur gourenera laka an divrec’h war al leur da gentañ evit mirout ouzh ur poent da vezañ merket a vez kastizet.
Diwall : Un evezhiadenn eo traken, hep efed war disoc’h ar c’hrogad. Peurliesañ e vez roet a-raok ma vije roet ur « fazi ».
Fazi : roet e vez da heul ur fazi bennak. Tri « fazi » a zo par d’ur « fazi bras » ha da goll ar c’hrogad.
Poent : roet e vez pa resever un eil fazi. Par eo d’ar c’hostin tamm-pe-damm, met ma vez rampo e vo ar poent just un tammig uheloc’h.
Fazi bras : kollet eo ar c’hrogad pa daper ur fazi bras, da lâret eo 3 fazi.
Divrud : distalvoud deus ar genstrivadeg a-bezh. Roet e vez evit ur fazi grevus pe un emzalc’h dizoujus da vat.
Mont-en-dro ur c’hrogad
Pa vez embannet o anv e teu an daou c’hourener war al leur emgann (palenn pe brenn-heskenn diouzh m’eo ar goañv pe an hañv). Ober a ra neuze an dredeoged war o zro : gwiriañ o identelezh ha stad o dilhad, ha reiñ dezho ul lienenn ruz pe wer da lakaat tro-dro d'o ufern a-benn o disheñvelaat. Goulenn a ra neuze an tredeog kreiz « Prest oc'h ? » evit m'en em lakafe an daou c'hourener e kreiz al leur emgann ha ma briatafent a-raok kregiñ. Kregiñ a ra ar c'hrogad pa embann an tredeog kreiz « Krogit ! », ha goude bezañ bet stardet dorn egile/eben. Goude pep kouezh e starder an dorn en-dro, evit diskouez e toujer ouzh al le. Ma erru ar c'hourenerien re dost ouzh bord al leurenn emgann, an dredeoged a embann « E kreiz ». Paouez a rank ar c'hourenerien diouzhtu hag adkregiñ e kreiz al leurenn.
|
|
|
Ne vern pe tredeog a c'hell paouez ar c'hrogad pa fell dezhañ oc'h embann « Ehan » (evit gourizañ mat ar roched en-dro da skouer). Echuiñ a ra ar c'hrogad kerkent hag embannet « Dibenn » gant an tredeog e-karg eus ar padventer. Ma vez rampo a-fed kostinoù ha poentoù etre ar c'hourenerien e vo un « astenn », goude un troc'hig. E fin an astenn e vez dalc'het kont deus an niver a fazioù ha keinoù merket. Ma vez rampo c'hoazh e vo kemeret un « Diviz ». Pep tredeog a vot, dre guzh eus ar re all, evit ar gourener aet ar maout gantañ/ganti hervezhañ : gwer, ruz pe c'hoazh gwenn (= rampo). Ma ne sav ket a-du war gwer pe ruz daou dredeog da nebeutañ e vo neuze ur mod diwezhañ da zispartiañ ar c'hourenerien : ar « C'houezh ». Ar gourener kentañ da lakaat egile/eben da gouezhañ davet ar c'hein dre un taol gouren a vez trec'h.Echuiñ a ra ar c'hrogad gant kemen anv ar gourener trec'h hag ur vriatadenn etre an daou genseurt.
|