Fédération de Gouren Bodadeg ar Gouren

Breton
  • Breton
  • Français
  • HarpañHarpañ
  • Lec'h prevezLec'h prevez
  • DarempredDarempred
  • Bodadeg
    • Gouren
      • Istor
      • Kinnig
      • Ar pleustr
      • An teknik
    • En estren-vro
      • BEGK
    • Buhez Bodadeg
      • Bodad ren
      • Sifroù pennañ
      • Ar skipailh
    • Kevelerien
      • Dont da vezañ keveler
      • Sponsored
      • Ensavadurioù
  • Keleier
    • Poltred
    • Tournamantoù
  • Deiziataer
  • Stummadurioù
    • Bezañ gourdoner-ez a-youl-vat
    • Emellout er skolioù
    • Tredeog-ez
    • Ti ar Gouren
  • Skolioù
  • Kelaouennoù
  • Kenstrivadegoù
    • Disoc'hoù
    • Pologed
    • Yaouankizoù
    • Tud deuet
    • Trofeoù ha kiboù
    • Kampionad Europa
  • Lec'h prevez

Yaouankizoù

Ur sell a vras war kenstrivadegoù an oadourien

Ar challenge hiniennel

a sell diouzh ar yaouaerien, ar yaouankidi hag an henaourien (15 bloaz hag ouzhpenn) a zo o vont da verkañ poentoù en ur mod hiniennel e-pad tri devezhad Gouren. E-touez ar baotred ez eus daou live disheñvel (unan ha daou). Diouzh o ampartiz hag o disorc’hoù e vezont e live-mañ-live.

Challenge an oadourien dre skipailh

ar c’hourenadeg a live uhel-mañ a bad un devez hepken. Ar yaouaerien, ar yaouankidi hag an henaourien a c’houren evit o skol. E fin an devezh, sammad poentoù pemp gourener/gourenerez gwellañ pep skol a roio da c’houzhout gant peseurt skipailh ez aio ar maout.

Kampionad Penn-ar-Bed ha Kampionad Breizh-Uhel

An daou gampionad-mañ vez aozet bep bloaz. Kampionad Breizh-Uhel a vod skolioù Bodadeg Ar Gouren n’emaint ket e Penn-ar-Bed. Rummadoù an oadourien (ar yaouaerien, ar yaouankidi hag an henaourien) a rank gouren da geñver ar c’hampionadoù-mañ ma fell dezho kemer perzh e Kampionad Breizh.

Kampionad Breizh

Kampionad Breizh an oadourien a vez digor da gourenerien ha gourenerezed ar rummadoù yaouaerien, yaouankidi hag henaourien o deus kemeret perzh e Kampionad Penn-ar-Bed pe Breizh-Uhel. Pep gourener/gourenerez a rank chom en hevelep rummad oad ha pouezh hag er c’hampionad kent.

Kevezadeg etrebroadel ar Back Hold

Ar Back Hold a vez pleustret war-sav nemetken. E bal eo lakaat ec’h enebour da gouezhañ war forzh peseurt lodenn deus e gorf war-bouez e dreid. Ar c’hampionad a vez digor d’ar gourenerezed ha gourenerien izili an FFL hag ar FILC. Ar merc’hed hag ar baotred a c’houren en o rummad pouezh ha rankout a reont gounit teir zroiad (best of five) a-benn trec’hiñ.

  • En français / E gallegEn français / E galleg

Kavout ac'hanomp

Fédération de Gouren
10, rue Saint Ernel
29800 Landerneau

Mont e darempred ganeomp

02 98 85 40 48

federation@gouren.bzh

Heuliit ac'hanomp war

  • facebook
  • instagram
  • twitter
  • youtube

Hor c'helaouennoù

download

  • Toupinoù
  • Mennegoù lezennel
  • Steuñvenn al lec'hienn
  • @ 2020 Juliana
Remonter