Istor
Ur sport evit an noblañsoù hag ar varc'heien
Degaset eo bet ar gouren en Arvorig gant Bretoned tramor adalek ar IVe kantved, p'int bet skarzhet eus o bro gant meuriadoù an Hanternoz. D'ar mare-se e oa ur sport a rae berzh met gourenet e veze e-touez an noblañsoù hepken. Ur c'hoari e oa evit prientiñ ar brezelioù, met ivez un doare da ziskouez e varregezhioù hag e nerzh-kalon da geñver tournamantoù, pe c'hoazh evit gounit karantez un dimezell. Diouzh ar mojennoù e oa marc'heien an Daol Grenn Gawan, Lañselod pe c'hoazh Peredur gourenerien eus an dibab. Ar Roue Arzhur zoken, en defe bet plijadur o c'houren gant e varc'heien. Un tamm mat diwezhatoc'h, ar roue Frañsez Iañ a zo bet gourener. Kontañ a reer en defe lakaet lamm d'ar roue Herri VIII a Vro-Saoz zoken.
Ur sport poblekoc'h-poblekañ
Tamm-ha-tamm eo deuet ar gouren da vezañ ur sport poblek, dreist-holl war ar maezioù. Ar beizanted a bleustre er parkeier, goude o devezhiad labour, war al leur. Da Sul e oa atav un digarez (gouel, eured...) evit lakaat e pleustr e varregezhioù ouzh gourenerien ar c'humunioù tro-war-dro ha difenn enor e gêriadenn. Ar prizioù profet d'ar gwellañ gourenerien a oa liesseurt-tre. Ur mouchouer brodet, un tog, ur maout, ur sammad arc'hant... Betek un tarv a veze profet e Skaer da geñver an tournamantoù bras. Ar c'hourenerien a glaske derc'hel evito o zaolioù gwellañ. Ne dreuzkasent anezho nemet d'o mibien. Leañ a veze graet dija a-raok pep tournamant. Al le a oa liammet-tre gant brizhkredennoù ar mare : leañ a rae ar c'hourenerien chom hep implij an disterañ strobinell evit bezañ trec'h. Ne oa padelezh ebet d'ar c'hrogadoù, a ranke echuiñ dre ul lamm dre ret. A-hervezh o defe padet krogadoù-zo an nozvezh pad. Tredeoget e vezent gant gourenerien bet pe gant tud a-bouez ar gêriadenn. Ne oa na rummad oad na rummad pouezh da neuze.
Goude ar Brezel Bras en em strewas e Breizh sportoù nevez, evel ar vell-droad hag ar marc’h-houarn, ha kregiñ a reas ar gouren da goll e levezon. Bez e oa kalz dioutañ c’hoazh, ha brud ar c’hourenerien vreizhat a chomas uhelik memestra. Charles de Gaulle a implijas ur gourener evel gward-korf ! Tournamantoù bras a voe aozet e Pariz. En em gavout a rae eno ar Vreizhiz divroet. Daoust da-se e voe ankouezet ar gouren tamm-ha-tamm.
E 1930, an Doktor Charles Cotonnec, a Gemperle, a faotas dezhañ reneveziñ ar gouren da heul mennozhioù modern Charles de Coubertin. Kregiñ a reas da gemm ar reolennoù, o tiwall da zerc’hel bev spered ar sport-mañ. Krouiñ a reas rummadoù oad ha pouezh, lakaat a reas d’ar c’hrogadoù ur padelezh resis ha diazezañ a reas disoc’hoù etre lamm ha netra evel ar c’hostin (ur skoaz war al leur) pe ar c’hein (ar bihanañ gounid). Klask a reas ivez renabliñ an teknikoù, diaes a labour rak ne felle ket da galz gourenerien rannañ o ouiziegezhioù. Erfin, ur vodadeg a voe krouet.
Ur sport modern
Goude meur a zisrann hag a adunanidigezh (BAG ha BRUG, FALSAB ha FALSTAB da heul), e teuas Bodadeg ar Gouren da vezañ an hini a zo diouti hiziv an deiz c'hoazh. En tu all da 1600 ezel a zo dezhi, enskrivet en un 50 skol bennak. Ul lod deus Bodadeg Gall ar Gouren eo, ha grataet eo gant ministrerezhioù ar Yaouankizoù hag ar Sport pe c’hoazh gant an Deskadurezh Stad. Anavezet eo ivez gant ar strollegezioù lec’hel : kêrioù, departamantoù, rannvro Breizh. Un diplom Stad (BJEPS) gouren ha diskiblezhioù stag gant an dibab gouren (mod Breizh) a zo ivez bremañ. Kenstrivadegoù UNSS a vez aozet abaoe ar bloavezh 2000 ha kemer an dibab gouren evit ar vachelouriezh a c’heller ober abaoe 1998. Bep bloaz e vez aozet un dek kenstrivadeg ofisiel bennak e-kerzh ar goañvezh sport (etre miz Du ha miz Mae). Un toullad tournamantoù a vez aozet e-kerzh an hañv ivez, hengouneloc’h o liv, war brenn-heskenn. Eskemmoù a vez ingal gant gourenerien broioù all (e Breizh-Veur da skouer). Kampionadoù Europa ar gourenoù keltiek (gouren mod Breizh ha back hold, gouren mod Skos) a vez bep bloaz (a bep eil evit an dud deuet pe an diwanidi).