Maodez Huon, gourener e Speied
Atersadenn gant Maodez Huon, gourener e Speied hag aozer gouel Reun ar Bleiz
Penaos eo deuet dit ar soñj da aozañ un tournamant gouren war an ton bras, gant ur c'harr-sammleurenn hag all, koulz lâret ez liorzh, e Reun ar Bleiz ?
E bourc’h Speied e oamp o flapiñ gant Erwan Puillandre ha skipailhad ar gouren, un nozvezh e finan hañv, goude lid digeriñ fotoioù divent Eric Legret, ha kavet ar soñj d'ar mare-se, war ton arfarserezh... Dre ma oa difennet aozañ tra pe dra war un dachenn publik abalamour d'ar c'hovid e oaret kavout ul lec'h prevez ha didro gant trawalc'h a dachenn evit staliañ un tounamant. Setu ‘m eusasantet aozañ se er gêr. Tamm-ha-tamm eo deuet goût deomp da aozañ ar gouel. Erwan en deuskavet ur c'hamion leurenn prest da zont evit an abadenn, ha setu partiet ar jeu war an ton bras:!
Ur sapre tra e oa memestra ! N'eo ket bet re bounner da aozañ ?
Kalz labour 'zo bet sur, met ne oan ket va-unan o aozañ ar jeu. Erwan en deus labouret kalzig, hatout tud ar skol o deus sikouret, diouzh o barregezhioù. Aozet ‘zo bet un devezh gant ar skipailh evitragaozañ an dachenn, distlabezañ al lec’h. Kaset hon eus kalzig amzer o vont hag o tont da gerc'hatdafar prestet gant ar Fiselerezh, an Erer Kozh, an ti-kêr... O touzañ ar geot pe c'hoazh o klask warlec'h tud a youl vat … Pounner ha start eo bet a vareadoù met kalz mareadoù plijus a zo bet ivez ! |
O redek pep lec'h ha zoken o c'houren out bet devezh ar gouel. Gellet 'peus profitañ memestra ? Laouen out bet gant an devezh ?
Gwir eo ‘m eus tremenet kalzig amzer a-gleiz hag a-zehoù e-kerzh an devezh, dreist-holl diouzhmintin. Ne oan ket en soñj gouren da gentañ penn, ken skuizh ma oan. Met dre ma oa an tournamanter ger e oa propr din kemer perzh memestra:! E-kerzh an abardaevezh ne oa ket ken stank al laboursetu m'eus bet un tammig amzer da brofitañ ha da doullañ kaoz gant un nebeut tud. Laouen-tre on bet gant an devezh chouk-se, un aergelc'h dispar, plijadur o c'houren adarre er brenn-heskenn,trofeoù eus ar c'haerañ aozet gant tud ar vro... Ur blijadur !
Laouen eo bet tout an dud deuet betek eno gant al lec'h, an aozadur... Meuleudioù traken. Plijadur'ra da glevet sur a-walc'h ? Roet en deus dit c'hoant aozañ traoù all a seurt-se marteze ? (Omousc'hoarzhin) Pegoulz e vo tournamant Reun ar Bleiz 2 ?
|
Trug ! Lakaet hon eus kalzig amzer evit studiañ penaos aozañ al lec'h evit ma vefe plijus, urparklec'h evit an otoioù, staliañ teltennoù bras da wareziñ diouzh ar glav... Ranket hon eus ivezplediñ ouzh reolennoù ar c'hovid, ar pezh en deus roet deomp labour ouzhpenn. Un 50 den a-youl-vat o deus sikouret ac’hanomp da gas ar gouel da benn memestra ! Pa vez kemeret poan ha lakaetkalz energiezh da aozañ un abadenn eo frealzus klevet gourc’hemennoù ! Dre m’eo tremenet mat antraoù hag ez eus bet plijadur gant tout skipailhad Skol Gouren Speied e vefemp prest da aozañ untournamant en-dro d’am soñj. Da brederiañ a-gevret gant ar skipailhad, e vo diouzh youl hac'hoantoù pep hini ar bloaz a zeu.
|
Dre Vras / En gros
Maodez Huon, lutteur de Skol Speied, a décidé avec ses collègues, un peu sur le ton de la blague audépart, d’organiser un tournoi dans son jardin puisque c’était si compliqué ailleurs. Malgré l’énorme travail d’organisation, et bien aidé par ses collègues de skol, il a tout de même pu profiterde « sa » journée, et même lutter sans démériter. Il a passé un excellent moment et reçu beaucoup decompliments ce qui fait plaisir après autant d’efforts. Repartir pour un tour ? Pourquoi pas, si tout lemonde en redemande...