Fédération de Gouren Bodadeg ar Gouren

Breton
  • Breton
  • Français
  • HarpañHarpañ
  • Lec'h prevezLec'h prevez
  • DarempredDarempred
  • Bodadeg
    • Gouren
      • Istor
      • Kinnig
      • Ar pleustr
      • An teknik
    • En estren-vro
      • BEGK
    • Buhez Bodadeg
      • Bodad ren
      • Sifroù pennañ
      • Ar skipailh
    • Kevelerien
      • Dont da vezañ keveler
      • Sponsored
      • Ensavadurioù
  • Keleier
    • Poltred
    • Tournamantoù
  • Deiziataer
  • Stummadurioù
    • Bezañ gourdoner-ez a-youl-vat
    • Emellout er skolioù
    • Tredeog-ez
    • Ti ar Gouren
  • Skolioù
  • Kelaouennoù
  • Kenstrivadegoù
    • Disoc'hoù
    • Pologed
    • Yaouankizoù
    • Tud deuet
    • Trofeoù ha kiboù
    • Kampionad Europa
  • Lec'h prevez

Pennad-kaoz gant Lewellyn Loxq-Guinguéno

" Lakaat ul lamm a zo diaes ha reiñ a ra un dalvoudegezh wirion d'ar c'hrogad gouren, ar pezh n'eo ket ken gwir er judo "

Salud dit Lewellyn. Kroget on gant ar gouren e 2006, hag a-viskoaz em eus anavezet ac'hanout evel gourener daoust dit bezañ yaouankoc'h evidon. Da be oad out kroget ? Ganit e oa bet dibabet ar sport-mañ ?

Kroget on pa oan 6 bloaz bennak, e 2000 ma ne fazian ket. Gwelet 'm boa un abadenn diskouez, e Banaleg 'gav din. Ma zud o doa goulennet diganin ha plijout a rafe din deskiñ gouren, ha loc'het an traoù evel-se. Kroget on gant Bertrand Le Hellaye, e Kemperle, ha plijet-tre on bet diouzhtu.

Lewellyn Loxq-Guingeno

Kalz krennarded a baouez gant o sport da vare ar skolaj. Atav 'peus bet c'hoant da genderc'hel ?

Ya. Ne gomprenen ket re perak e paoueze ma mignoned. Ul live propig oamp o tapout. Kroget e oamp abred da genstrivañ asambles ha plijet e oan gant se. Gounezet 'm eus ma zournamant kentañ er Sant-Kadoù, tro 9 pe 10 bloaz.

Petra a blij dit er gouren ?

An eneberezh a blij kalz din. Ar santadurioù pa zeuan a-benn da seveniñ un taol a-feson a zegas joa din ivez. Dreist-holl, mont war-raok ha klask barrekaat atav a sach ac'hanon.

War sportoù all 'out embreget, n'eo ket ?

Ya, pleustret 'm eus judo e-pad bloavezhioù, adalek 16 bloaz. C'hoant 'm boa dizoloiñ ur sport all ha gwelet hag eñ e oa gwelloc'h ar judo, evel ma lâre din tud-zo. En em gavet on eno evit gwelet petra 'oa, plijet on bet ha disoc'hoù ouzhpenn dereat am eus bet, evel un titl a gampion Breizh ar gourizoù gell pe un titl a gampion Frañs ar skolioù-meur, e Reims. Met paouezet on dibaoe. Gwelloc'h eo din doareoù gourdoniñ ar gouren, gwelloc'h evit ar c'horf d’am soñj (pallennoù tevoc'h, muioc'h a aked evit e genseurt). Dieub-kenañ e seblante din bezañ ar judo met strizh-mat eo ar reolennoù e gwirionez, n'eus ket kement-se a frankiz a-benn ar fin. Lakaat ul lamm a zo diaes ha reiñ a ra un dalvoudegezh wirion d'ar c'hrogad gouren, ar pezh n'eo ket ken gwir er judo.

Labourat a rez bremañ evel kelenner sport, e skolajoù Diwan Ar Releg ha Plijidi. Atav 'peus bet c'hoant da labourat e bed ar sport ?

Ket tre. Ne oan ket plijet gant an danvezioù-skol boutin, lakaomp. Pa oa bet kaoz deus an heñchañ, sklaer e oa din n’ am boa ket c'hoant d'ober ur vicher azezet a-dreñv d'ur burev. Dre m'on plijet-tre gant ar sport ez on kroget gant studioù STAPS. Pa oan e L3 em eus graet war-dro gourenerien yaouank Skol Bugale Kersanton, en Ospital. Plijet on bet o kelenn a youl-vat.Graet 'm eus ma staj kentañ en ur skolaj d'ar mare-se ivez, e Gwiseni, gant Goulc'hen an Ostiz. Plijet on bet ha kroget on da gelenn er Releg buan a-walc'h goude-se.
Gouren a rez gant da skolajidi ?

Evel-just ! Bep bloaz ! Dreist-holl gant re ar 6ved klas met graet 'm eus ivez gant pevareidi a-wechoù.

Lewellyn, 11 vloaz.

Gouzout a reont ez out ur gourener ampart ?

Ne lâran ket dezho, met lod a sant buan ez eus ul liamm ouzhpenn etrezon hag ar sport-mañ. Cheñch a ra pep tra evit treuzkas. Kalz aesoc'h eo din desachañ o evezh evit pleustriñ gouren eget evit c'hoari badminton pe me oar... Ma sport eo !

 

Pennad : Hoel Maleuvre 

  • En français / E gallegEn français / E galleg

Kavout ac'hanomp

Fédération de Gouren
10, rue Saint Ernel
29800 Landerneau

Mont e darempred ganeomp

02 98 85 40 48

federation@gouren.bzh

Heuliit ac'hanomp war

  • facebook
  • instagram
  • twitter
  • youtube

Hor c'helaouennoù

download

  • Toupinoù
  • Mennegoù lezennel
  • Steuñvenn al lec'hienn
  • @ 2020 Juliana
Remonter