Fédération de Gouren Bodadeg ar Gouren

Breton
  • Breton
  • Français
  • HarpañHarpañ
  • Lec'h prevezLec'h prevez
  • DarempredDarempred
  • Bodadeg
    • Gouren
      • Istor
      • Kinnig
      • Ar pleustr
      • An teknik
    • En estren-vro
      • BEGK
    • Buhez Bodadeg
      • Bodad ren
      • Sifroù pennañ
      • Ar skipailh
    • Kevelerien
      • Dont da vezañ keveler
      • Sponsored
      • Ensavadurioù
  • Keleier
    • Poltred
    • Tournamantoù
  • Deiziataer
  • Stummadurioù
    • Bezañ gourdoner-ez a-youl-vat
    • Emellout er skolioù
    • Tredeog-ez
    • Ti ar Gouren
  • Skolioù
  • Kelaouennoù
  • Kenstrivadegoù
    • Disoc'hoù
    • Pologed
    • Yaouankizoù
    • Tud deuet
    • Trofeoù ha kiboù
    • Kampionad Europa
  • Lec'h prevez
×

Gouzav

Joomla\CMS\Cache\Storage\FileStorage::_deleteFolder C'hwitadenn war an dilemel index.html

Yann Pansard ha Zan Michat e Bichkek

Kirghizistan - Yann Pansard ha Zan Michat e Bichkek

Pedet omp bet gant gourenerien Kirghiz kurosh (gouren sevenadurel bro-Kirghizistan) da gemer perzh e kampionnad kirghiz kurosh Azia d'ar 27 hag 28 a viz Du 2019 e Bichkek, kêrbenn Bro-Kirghizistan.


Loc'het m'eump eus Pariz d'ar 25 a viz Du 2019 evit erruout du-hont d'ar 26. Degemeret omp bet e-touesk skipailhoù-all, un Amerikan hag Iraniz en o zouez. Kousket a raemp en ur pezh mell ostel, gant ur gweledva war Bichkek a-bezh. Tañvaet hon eus meuzioù eus ar vro. Pep tra, lojeiz ha boued, a zo bet kemeret e-karg gante. Ur wech bezañ dihunet mat omp bet kaset d'ar sal sport... Ur sal bras-spontus gant ouzhpenn 2000 plas. Souezhet omp bet o welet ken bras e oa. Ne gredemp ket e vije bet ken sirius ha poblek ar gouren-se. Evito e oamp skipailh Bro-C'hall.


Souezhus-eston ha fromus eo bet ar genstrivadeg, flastret-kaer omp bet ! Ar gouren du-hont en deus ur plas pouezus-kenañ er gevredigezh, gounezet e vez kalzig arc'hant gantañ. Indianed, Iraniz, Pakistaniz, gourenerien Mongolia, un Amerikan, ha muioc'h evit 20 broad o deus kemeret perzh er c'hampionad. Rummadoù pouez a oa, tost eus hon reoù, un tournamant Absolut a oa ivez, da larêt eo an holl rummadoù mesket evit klask gounit kement a 2 viz gopr lec'hel.


Pal ar c'h/kirghiz kurosh a zo lakaat egile war e gein, gourenet e vez gant ur gouriz, stummoù lucha leonesa a zo gante. Pobl Bichkek a zo jentil, fromus ha degemerus-tre. Pedet omp bet da zont en-dro pa fello deomp evit goureniñ pe zoken evit vakansiñ. Laouen e vefent da zont amañ e Breizh da c'houreniñ ha da zizoleiñ hon bro. Deomp da bediñ anezho bremañ...


Dre Vras / En gros

Deux Bretons, Yann Pansard et Zan Michat, ont participé en novembre dernier à une compétition de lutte kirghiz, une lutte à la ceinture dont le but est de mettre l'adversaire sur le dos. La lutte est là-bas très importante dans la société et le niveau des lutteurs très élévé.

  • En français / E gallegEn français / E galleg

Kavout ac'hanomp

Fédération de Gouren
10, rue Saint Ernel
29800 Landerneau

Mont e darempred ganeomp

02 98 85 40 48

federation@gouren.bzh

Heuliit ac'hanomp war

  • facebook
  • instagram
  • twitter
  • youtube

Hor c'helaouennoù

download

  • Toupinoù
  • Mennegoù lezennel
  • Steuñvenn al lec'hienn
  • @ 2020 Juliana
Remonter