Fédération de Gouren Bodadeg ar Gouren

Breton
  • Breton
  • Français
  • HarpañHarpañ
  • Lec'h prevezLec'h prevez
  • DarempredDarempred
  • Bodadeg
    • Gouren
      • Istor
      • Kinnig
      • Ar pleustr
      • An teknik
    • En estren-vro
      • BEGK
    • Buhez Bodadeg
      • Bodad ren
      • Sifroù pennañ
      • Ar skipailh
    • Kevelerien
      • Dont da vezañ keveler
      • Sponsored
      • Ensavadurioù
  • Keleier
    • Poltred
    • Tournamantoù
  • Deiziataer
  • Stummadurioù
    • Bezañ gourdoner-ez a-youl-vat
    • Emellout er skolioù
    • Tredeog-ez
    • Ti ar Gouren
  • Skolioù
  • Kelaouennoù
  • Kenstrivadegoù
    • Disoc'hoù
    • Pologed
    • Yaouankizoù
    • Tud deuet
    • Trofeoù ha kiboù
    • Kampionad Europa
  • Lec'h prevez
  • Istor ar Gouren
    Istor ar Gouren
    Degaset eo bet ar gouren en Arvorig gant Bretoned tramor adalek ar IVe kantved, p'int bet skarzhet eus o bro gant meuriadoù an Hanternoz.

Gouren à l'école : Les enfants racontent

Depuis quatre ans maintenant, les enfants des classes bilingues de l'école du Liberté à Rennes participent aux cycles de découverte de Gouren. Ils nous racontent ce qu'ils ont appris.

Gouren e Skol ar Frankiz Roazhon miz Kerzu 2009

Er bloaz-mañ, hon eus dizoloet ar gouren er skol.
Ar sport hengounel-se en deus ur plas a-bouez e-barzh istor hor Bro, hag e-barzh sevenadur Breizh a vremañ ivez, ken buhezek ha brudet eo chomet ar gouren.
Ur sport emgann eo, evel ar judo da skouer.
Adrian Keineg a oa hon animatour ha desket hon eus ur bern traoù gantañ:

Un tamm istor

Er Grenn-Amzer, e veze implijet ar gouren gant ar vrezelourien hag ar varc'heien (emgannoù embregerezh).
Da c'houde e veze gourenet gant ar beizanted, war ar maez, evit diskouez o nerzh, pe evit ober un troc'h e kreiz an devezh labour. Tournamantoù a oa ivez, da zeiz ar pardon.
Gwechall e veze gounezet ur maout gant ar gourener kreñvañ hag e veze lavaret: « Aet eo ar maout gantañ! » An dro-lavar-mañ 'zo chomet betek hiziv evit lavarout piv en deus gounezet, en holl sportoù!
Hiziv-an-deiz, ez euz reolennoù resis: deuet eo da vezañ ur sport modern! Krouet e oa bet ar FALSAB (Fédération des Amis des Luttes et Sports Athlétiques Bretons ) er bloavezh 1930.
Desket hon eus , er c'hlas, ledouet ar gourener... Ardamez ar gevredigezh-se 'zo ar maout, evel just!

Pal ar gouren
Pal pep krogad gouren 'zo al « lamm », da lâret eo, sañkañ e ziv blankenn-skoaz d'e genvreur war an douar, pe war al leur.

Bez'z eus meur a daol 'vit tizhout ar pal-se:
-an taol korn-reor
-ar vriad a-gostez
-taol samm ar miliner
-an heol bras
-hag all...


Dizoloet hon eus ivez ez eus a bep seurt gourenoù dre ar bed: ar judo, ar sumo, gouren eus Turkia, eus Bro Skos, eus Bro Senegal, hag ar glima ( gouren ar Vikinged!)...
Daou seurt gouren a zo: ar gouren « gwisket » ( kregiñ a raer er roched) hag ar gouren « en noazh » (kregiñ a raer er c'horf).

A-benn fin ar bloavezh skol, e vo aozet ur fest-deiz e Skol ar Frankiz. E pad ar gouel-se e vo graet un tournamant gouren « mod-kozh » gant ar vugale.
Gwelet mat 'vo gant piv ez aio ar maout!

Klasad ar CM1-CM2 divyezhek,


Skol ar Frankiz, Roazhon, bloavezh 2009/2010

Deiziataer

  • Championnat Bretagne-Est

    (11 Mae 2025)
    Monterfil
  • Championnat du Finistère

    (11 Mae 2025)
    Guipavas

Heuliit ac'hanomp

Ober ha skoazellañ

  • Merañ ma skolMerañ ma skol
  • KelennKelenn
  • TredeogiñTredeogiñ
  • En estrenvroEn estrenvro

Hor c'hevelerien

Conseil Départemental du Finistère
Celticoat
Cozigou
Fédération Française de lutte
Legendre
Conseil Départemental du Morbihan
Conseil départemental d'Ille-et-Vilaine
Conseil Départemental des Côtes d'Armor
Conseil Régional de Bretagne

Bezañ keveler

  • En français / E gallegEn français / E galleg

Kavout ac'hanomp

Fédération de Gouren
10, rue Saint Ernel
29800 Landerneau

Mont e darempred ganeomp

02 98 85 40 48

federation@gouren.bzh

Heuliit ac'hanomp war

  • facebook
  • instagram
  • twitter
  • youtube

Hor c'helaouennoù

download

  • Toupinoù
  • Mennegoù lezennel
  • Steuñvenn al lec'hienn
  • @ 2020 Juliana
Remonter